en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Bro an Hirwazh e Brest Meurgêr ?

Bro an Hirwazh e Brest Meurgêr ?

Abaoe un nebeut mizioù e lak dilennidi Brest Meurgêr ar gaoz war degemer kumuniezhoù kumunioù 'zo tro dro Brest 'bar Meurgêr ha perak ket ar CCPI, kumuniezh bro an Hirwazh. Savet 'oa e penn kentañ miz Genver 2015, Brest Meurgêr, hervez al lezenn da vodernizaat an oberennoù foran war an tiriadoù hag al lezenn Notre. 'Pezh 'zo 'oa un tamm prof gant renerien Bro-C'hall d'ar poent se graet da Vrest: sañset 'oa ar meurgêrioù bout d'an nebeutañ 400 000 a annezidi. Un tamm muioc'h 'vit 210 000 annezad 'zo 'ba Brest hepken. Un nebeut devezhioù 'zo 'neunt votet maered ar CPPI 'zo en hanter noz Brest (Gwitalmeze, Lokournan) un destenn da embann sklaer da Vrest n'aio ket bro an Hirwazh gant Brest Meurgêr. Displegadennoù gant Reun Treger 'zo maer Treouergad ha kuzulier 'ba kumuniezh kumunioù bro an Hirwazh. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio