Koñser gant Desi Wilkinson : dizoleiñ sonerezh bro Iwerzhon
'Benn 'n abardaez, da 7e noz, 'vo koñsert el levraoueg e Karaez, gant ar soner iwerzhonat Desi Wilkinson. Un abadenn ispisial un tamm ane'i 'vat rak ouzhpenn muzik vo displegadennoù hag evezhiadennoù da-heul. Gant leurenn Glenmor hag al levraoueg eo kenaozet. Gwenvred Latimier zo e karg deus an abadennoù e levraoueg Karaez, pelloc'h diganti. Gant Tugdual Garluer.