Eus un eil skolaj 'zo ezhomm 'ba Landerne!
Un eil skolaj publik 'zo gortozet 'ba Landerne abaoe ugent vloaz d'an nebeutañ. E 2009 'oa divizet gant ar C'huzul-Meur sevel unan ouzhpenn ha prenet un dachenn 'vit sevel 'nañ gant kêr Landerne. Gant tost 900 bugel eo leun blouk. Ken leu eo divizety gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed kas ul lodenn eus ar vugale 'zo e CM2 'bar Roc'h-Morvan ha Tremaouezan da skolaj publik Landivizio, 'pezh n'eo ket evit asantiñ kerent bugale ar skolioù se. Dija e rank mont bugale ar Forest-Landerne, Sant-Divi pe c'hoazh Sant-Tounan da skolajoù all 'vit hini Maez-koad, koulskoude eo hemañ diwezhañ ar skolaj lec'h 'ma rankfent bout degemeret hervez ar gartenn skol. Hudu da 5e d'enderev 'vo aozet ur vanifestadeg dirak ar skolaj gant ar gevredigezhj anvet "Un eil skolaj 'ba Landerne". Kerent bugale asambles gant dilennidi 'yaio da c'houlenn groñs gant Nathalie Sarabezolles hag he skipailh cheñch ali. Ur vanifestadeg 'vit ma 'vefe kavet un diskoulm buan, selaouomp Sabrina Ménager 'zo bez-pdtez ar gevredigezh.
Ar gelennerien c'hall bout paket ivez, dreistholl kelennerien eus ar Roc'h-Morvan rankfe labourat gant skipailhoù kelennerien 'ba 2 skolaj dishenvel 'ma 'vefe kaset bugamle ar Roc'h da daou skolaj dishenvel, selaouomp Chann Bourouleg skolaerezh 'bar Roc'h.