ur yezhadur nevez e brezhoneg bro Gwened.
« Nouvelle grammaire bretonne du dialecte de Vannes », setu titl ar levr-mañ skrivet get Loig Cheveau hag embannet get an ti Label LN. Pell 'zo ne oa ket bet embannet a yezhadur a-seurt-se. A-c'houde 2011 emañ en enklaskour é labourat a dammigoù da sevel ar levr-se, evit sekour get ar re a faot dezhe studiañ brezhoneg bro Gwened. Displeget en deus penaos en deus labouret ha petra vo kavet a-barzh. Emañ doc'h mikro Andrea ar Gal e RBG.