Amezeien war-evezh e Kemper.
Panelloù « Amezeien Kengred » a zo bet staliet un tammig e pep lec'h e kêr Kemper e penn kentañ ar sizhun. War ur foñs glas-melen e weler ul lagad ruz ha du oc'h evezhiañ. Iztitlet eo « takad war evezh, asambles gant ar polis broadel ». Disoc'h ul labour kaset da benn gant an ti-kêr abaoe un nebeut mizioù eo. Ar pal, lakaat surentez 'ba karterioù-zo dre stummañ sitoianed a volonte-vat a labouro gant ar polis. Evit an LDH, lig gwirioù mad-den, n'eo ket ar raktres-mañ un dra vat. Tangi Louarn ezel ar gevredigezh a zispleg perak ouzh mikro Morgane Bramoullé e Radio Kerne.