An Diaoul a Gan en diskar-amzer ar bloaz-mañ !
Dastum bro Geren a zo bouezet d'ober gouel d'ar c'han war meur a zevezh en nevez amzer er Yeuc'h. Ar bloaz-mañ zo cheñchamant, hag int bet degemeret mat gant sikipailhad Emglev Bro Douarnenez evit rannañ ar gouel etre an div gumun. Lies doare o deus da gas ar c'han d'an dud, pe dre stajoù, pe dre gan b'an dañs, pe des festoù-noz, pe c'hoaz dre gan b'ar bistro... Pêr-Yves Petilhon a zo prezidant Dastum bro Gerne. Displegiñ a ra da Dunvezh Wlagen-Grandjean gant peseurt pal oa bet savet ar gouel-se.