Prenet eo dor an ilizoù e Landerne hag er Roc'h-Morvan
Laeroñsi 'zo 'ba ilizoù bro Landerne evit an deizioù! Se 'zo kaoz 'neus divizet person Landerne, François Kalvez, loasket serret iliz Sant-Houardon ('zo bet gweladennet 5 gwech) hag hini 'zo 'bar Roc'h-Morvan. Kement 'mañ a degas trubuilh 'ban dud a youl vat 'ra war dro ar barrez evel just. Klaoda Chapalan, 'zo beleg war e leve o chom 'bar Roc'h-Morvan 'neus displeget da Erwan Blanchard 'pezh 'zo c'hoarvezet.