"Breizh a gan" e Santez-Anna-Gwened
Dec'h e oa ar sonadeg « Breizh a gan » e Santez Anna Gwened.
Gozik tri c'hant a ganerion, perzh e lazoù kaniñ oa bet tolpet da gas an enderviad tro dro d'ar c'han e brezhoneg. Inouret e oa bet ar barzh Yann-Bêr Kalloc'h iwez ha pa vez lidet kant vlez e varv er brezel ar blez-mañ. Savet eo an darvoud-mañ get ar gevredad Kanomp Breizh, a voda pemp laz-kaniñ àrn-ugent hiziv an deiz, get ar pal aesaat o labour, stummiñ an dud ha brudañ ar c'han e brezhoneg er lazoù-kanañ. Tost leun e oa penn iliz Santez Anna dec'h evit « Breizh a gan » neuze. Gouiamp pelloc'h get Yann-Bêr Tomin, prezidant Kanomp Breizh, doc'h mikro Yaelle ar Mouel.