Komprenn an anvioù lec'h e Treger-Goueloù
Gant Yann Loeiz-Kabell zo deut ul levrig 'maez, « Anvioù-lec'h Treger-Goueloù: an alc'hwezioù kentañ ». Ul levr-dorn da sikour an dud na gomzont ket brezhoneg da gompren anvioù tro-dro dezho, ha goût skrivañ anezho. Gant Yann-Loeiz Kabell e-unan eo bet skrivet, skeudennet hag embannet. Lâret 'ra deomp petra 'h a d'ober danvez al levrig-mañ, deus mikro Yann-Ber Gwiader en RKB.