en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kroet eo ar skritur enlaka gant Ofis publik ar brezhoneg

Kroet eo ar skritur enlaka gant Ofis publik ar brezhoneg

Perag kendec'hel da lâret ar « vouloñjerien », padal vez maouezed er strollad ? Lakat ar stumm gourel da vezañ trec'h war ar stumm benel a zo ur reolenn komz ha skrivañ rannet e pep yezh er bed pe dost. E penn kentañ ar sizhun, o deus kelennerien ha kelennerezed embannet war ar gazetenn en linenn « Slate », e vo paouezet ganto heuliañ anezhi en o c'hentelioù. Ober a rec'h « skritur enlaka » deus an dra-se, pe « écriture inclusive » e galleg. Petra eo-se ? Kavout un doare da skrivañ reizh, a na ra ket deus implij ar stumm gourel ur reolenn. Un nebeut bloavezhioù 'zo e oa ur goulenn kaset dreist holl gant stourmerien. Dont a ra da vezañ ur preder kaset gant ar savadurioù foran, evel rannvro Breizh. Embannet 'zo ganto ul levrig da ginnig doareoù skritur enlakaet e galleg. War ar memes tro 'zo bet goulennet d'ober ar memes tra e brezhoneg digant Ofis Publik ar Brehzoneg. Olier Mogn, rener skiantel an Ofis a zo deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean. Olier Mogn, rener skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg. Al labour-se a vo kaset ar buanañ ar gwellañ ganto. Embannet vo al levrig e deroù 2018.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio