Siouloc'h an traoù e Katalunia
Goulenn a ra jujeri bro Spagn ma vo arrestet Carles Puigdemont, prezidant parlamant Katalunia. Hennezh a zo c'hoazh e Bruxelles e bro Beljik. Hiziv e oa da vout aterset get ar jujerion get trizek den aral, perzh er parlamant. Kement-mañ en arbenn ag an enklask. Tammallet eo dezhe bout en em savet enep ar gouarnamant kreiz. Nav den a zo bet klevet ha goulennet eo bet o lakaat e prizon. Pemp den arall deus goulennet ma vo taolet termen d'o aodians dirak ar barner.
Daoust d'an afer hag a azo ba daouarn ar justis bremañ, eo daet siouloc'h an aergaelc'h e Barselona. Izan Belz oa eno dec'h. hiroc'h e lara deomp àr ar feson kelaouet an dud.