ZAD : hadan evit an dazont
E ZAD Kernitron al Lann, bennarc'hoaz, vez pedet an holl dud o deus c'hoant da sikour evit lakat douar nevez en implij gant paizanted al lec'h. Kenaozet eo ar fin ar sizhun etre meur a c'hevredigezh o stourmiñ enep ar raktres aerborzh, evel Sème ta ZAD pe COPAIN44. Un darvoud ivez evit degas da soñj eo bev ha birvidig an oberennoù du-se. Ouzhpenn labouriñ an douar vo graet disadorn ha disul, ur mare vo ivez evit en em soñjal war an dazont hag ar pezh a vo graet ur wezh laosket ar raktres aerborzh da gouezal.
Mikel ar C'hraz a zo o chom ur wezh an amzer war dachenn Kernitron al Lann.