12vet salons Itech Mer a zo en termen-mañ e Lann ar Ster.
Gouestlet eo an darvoud d'ar re a-vicher e bed ar mor, ar peskerezh hag an industrierezh diàr produioù ar mor. Ar blez-mañ e vez lakaet àr-wel ar peskerezh e bro Marok ha porzh Safi hag a zo é krenvaat e liammoù get porzh Keroman en Oriant ha get Breizh iwez fed ag ar stummadur hag an teknologiezhoù nevez. Prezegennoù a zo savet iwez. 'benn àrc'hoazh e vo unan aozet get ar c'holektif « peskerezh ha diorren » pe « Pêche et développement » a-ziàr ar mod nevez da ranniñ ar mor pe « planification spatiale marine ». Muioc'h a zisplegadennoù get Alain Le Sann, prezidant ar c'holektif.