#MeToo: Emañ twitter o lakat ar feulster seksel war wel.
Goude afer tagadennoù revel ar produer filmoù Harvey Weinstein, zo bet kinniget gant ar gomedianez Alissa Mylano, da bep den bet graet drouk dezhañ pe dezhi en diskleriañ gant an #MeToo. Miliadoù a dud, maouezed dreist holl, o deus er mod-se embannet bezañ bet taget dija en o buhez. A wezhoù lies kwezh.
Camille Argouarc'h a zo ezel deus ar strollad feminist Gast ! Goulennet he deus Tunvezh Wloagen-Grandjean diganti ma voe un doare mat da vont war raog evit gwirioù ar maouezed.