Produiñ tredan: cheu 'zo war enez Sun!
Voe Enez Sun o c'hotoz sonn EDF ha kazetennerien Paris da zont hiriv, ha c'hwitet eo bet an taol. Brezel 'zo evit ar produiñ energiezh war an tamm douar beg Penn ar Bed, etre ATREIS, kevredigezh sitoyaned, hag ar stal-Stad. Un emvod kelaouiñ braz voe prevezet gant EDF hiriv (dec'h), evit ober brud d'o folitikerezh produiñ energiezh padus da zont. Koñjennoù tout, hervez lod enezourien : 30 vloaz 'zo emaint o klask lakat EDF da staliañ meilhoù avel pe zour e plas, hep disoc'h ebet. Saotrus kennañ eo an doare da broduiñ tredan evit poent, pa 'z eo 100 % fardet diwar eoul-tan. An embregerezh « Il de Sein Energie » zo bet krouet gant an enezourien evit produiñ tredan dre o-unan. Gou't a ouzhont mat koulskoude n'hellont ket, dre lezenn vro C'hall, lakat netra e plas en diavaez d'ar rouedad stad.
Fañch Spineg, pesketer war Enez Sun, zo unan deus krouerien an IDSE. Emañ deus mikro Tunvezh Wloagen-Grandjean