en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Katalonia: an UDB 'neus manifestet 'ba Pondi 'vit ar gwir da votiñ

Katalonia: an UDB 'neus manifestet 'ba Pondi 'vit ar gwir da votiñ

Un dibenn-sihun stourm eo bet e Katlunia c'hoazh. An taol-mañ e oa tro ar Gatalaniz hag ar Spagnoliz enep da dizalc'houriezh Katalunia da vonet war ar straedoù. Etre 350 000 a dud hervez ar polis ha 950 000 hervez an aozerien a oa e bet e kreiz-kêr Barselona. A-benn dimeurzh e vo kemeret ar gaoz gant Carles Puigdemont, prezidant parlamant Katalunia, 'vit 'or un tammpoent war stad ar jeu 'ba Katalunia ha perak ket embann eo dizalc'h Katalunia. Stenn an darempredoù etre Katalunia ha Spagn: Mariano Rajoy, 'zo penn ar gouarnamant, a nac'h 'vefe un hanterouriezh etrevroadell 'pezh 'zo goulennet gant Puigdement. Kat 'vefe da lakaat e pleustr pennad 155 ar Bonreizh: lammet emrenerezh Generalitat Katalunia. Disadorn e Pondi o doa en em vodet izili an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh. Chomet int didu da-geñver an dizalc'hidigezh met c'hoant o doa da souten ar gwir da votiñ. Selaouamp doc'h Nil Caouissin, mouezh aotreet ar strollad politikel. Emañ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio