en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Daomp da heul ar girvi !

Daomp da heul ar girvi !

Penn kentañ an diskar amzer a zo mare parañ ar girvi. Desachiñ a ra kalz a dud kurius da glevet kasadenn bronneg brasañ ar vro. Ral tre eo da welet unan, mez nerzh youc'hadenn ar par a vez klevet deus pell. Ar c'harv ruz, Cervus elaphus zo an hini nemetañ vez kavet e bro C'hall. N'eus ket deuhoutañ e Penn-ar-Bad, setu oa aet Tunvezh Wloagen-Grandjean asambles gant Jean-Yves Kervareg deus Breizh Bev betek koad Lanouez er Morbihan un nozvezh a hed ar sizhun. Tost echu eo mare kasadenn ar c'harv. Lâret vez boaz eo etre hanter miz Gwengolo ha hanter miz Here vez klevet anezhañ, mez hervez Jean-Yves Kervareg eo abretaet ar maread dibaoe un nebeut bloavezhioù. Marteze vo dav gortoz ar bloaz a zeu evit klevet anezhañ en-dro !

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio