Koñkour "A la Une" pe "Savit 'ta pajenn gentañ ur gazetenn !"
Bep bloaz e kinnig Rektordi an Akademiezh e Breizh ur sizhun gouestlet d'ar c'hazetennoù. Gall a ra ar skolajidi hag al liseidi kemer perzh 'barzh ur c'hoñkour anvet e galleg "Faites la Une", da lâret eo, sevel pajenn gentañ ur gazetenn. Memes dañvez keleier 'vez kaset d'an holl, da lâret eo, un dibab eus pennadoù ha fotoioù gwir, skrivet gant an ajañsoù-keleier. Ur wech dizoloet pep tra e ranke ar c'henarded d'ober o dibaboù.
Sophie Pochet, kelennerez war ar brezhoneg hag ar saozeg er skolaj Sant Joseph eus Gwaien e Penn ar Bed, 'n eus lakaet ar re 'zo e pevare klas da gemer perzh er genstrivadeg-se. Displeget 'n eus da Anne Gouerou peseurt labour zo bet kaset da benn gante...
Klevout a reoc'h da heul Yannig, ur c'henard a gomze e anv ar strolladig 'noa savet pajenn gentañ ur gazetenn, badezet gante "Heol Penn ar Bed".