Deskiñ monet war-vor gant ar GMC Voile
52 vloaz 'zo 'oa savet ar gevredigezh-se gant ar soñj beajiñ war vor. Hudu an deiz e kemera 200 a dud perzh enni. Ar bloaz-mañ e yay an izili davet inizi Jersey, Guernesey hag Inizi Scilly e doñvor Kerne-Veur. Erik ar Barc'h eo prezidant ar Groupe Morbihannais de Croisière, displegiñ a ra deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel. Da gentañ diwar-benn ar bagoù a zo ganto, « an eskemm » ha « stoupig » o anv.