àr wellaat eh a ar rouedad Pondibus.
Tamm ha tamm en em gustuma an dud da gemer ar bus, pezh n'eo ket aes àr ar maezoù. Labourioù a zo bet graet ar mizioù paset da wellaat an degemer er c'hirri-boutin. Postet eo bet 90 000 euro evit ma vo aesoc'h d'an dud kemer ar bus e kumunioù tolpad kerioù Pondi. Kresket eo bet an niver a arsarvoù etre Pondi hag ar c'herioù tro dro en arbenn ag ar linennoù Moovi.. Selaouamp doc'h Serj Moelo, eil prezidant tolp kerioù Pondi, é karg ag an transportoù. Laret a ra deomp ar pezh a zo bet chanjet er busoù.