Referendum bro Gatalunia
'Benn an devezh kentañ a viz Here 'vo dalc'het 'ba Katalunia ur referendum 'vit mont 'maez eus Rouantelezh Bro-Spagn pe get. Ar sizhun dremenet 'oa votet gant Generalitat Katalunia ul lezenn 'vit gellout sevel ar referendum 'mañ. A-enep krenn emañ ar galloud kreiz 'ba Madrid gant ar referendum se, se 'zo kaoz 'oa embannet, kerkent, gant lez-varn bonreizhel Spagn emañ ar referendum 'maez lezenn penn da benn. Selaouomp Nuria Garcia, ur gatalanez hag 'zo o chom 'ba Breizh, 'yaio da votiñ 'benn an devez kentañ a viz Here. Gant Erwan Blanchard.