Bout e vo ag ar c'hontradoù skoazellet e Diwan.
An doere a zo bet embannet en ofisiel digwener da noz get Christophe Mirmand, prefed Breizh. Kemennet en deus ar Pol Implj ha servijoù an deskadurezh stad ma vo dalc'het ar c'hontradoù sikouret e-pad ur blez. Talvezout a ra an doere-mañ evit ar skolioù lec'hiet e Liger Atlantél iwez. « un dra vat » eme Stéphanie Stoll, prezidantez ar rouedad, « mes ret e labourat evit ur statud nevez evit Diwan bremañ ». Disammet an dud neuze, implijidi ha kerent ar vugale. Selaouamp doc'h soñj Maryvonne Levaix, renerez skol Diwan Gwened ha Fransez Pradoù, kenbrezidant ar c'homite skoazell. Aterset int bet get Yaelle ar Mouel (en arbenn a forom ar c'hevredigezhoù oa dalc'het disadorn e Gwened).