Ai'ta dirag Richard Ferrand
Macron : Ankoù ar brezhoneg ? Setu ar goulenn hag a vez savet gant ar strollad Ai'ta. Evit meur a abeg e gavont vez kreñvaet ar gwask laket war ar yezh gant politikerezh ar gouarnamant. Kas a ra ar strollad stourmerien evit ar yezh da soñj da skouer voe bet sinet ur c'henemglev e 2015 etre ar stad C'hall ha Rannvro Breizh evit kreskiñ plas ar brezhoneg er vuhez foran. Hervezo n'eo ket bet doujet pa ne vez ket gwelet araokadenn ebet er mediaoù pe war ar panelloù. Warc'hoaz 'zo prevezet ur vanifestadeg ganto e Kastelin, dirag burevioù ar c'hannad Richard Ferrand. Divi Kerneis a zispleg deomp perag.
Emgav warc'hoaz da 11e00 dirak burev ar c'hannad Richard Ferrand e Kastellin.