An Douar hag ar Mor war wel 'kerzh Brest 2012
Brest penngêr ar mor. Bep pevar bloaz eo degemeret bagoù kozh bravañ ar bed 'ba Penn-ar-Bed! Ha milieroù ha milieroù a dud da welllout 'nezho! ///"Tonnerres de Brest"/// eo anv ar gouel bremañ. Ma 'vo lakaet bagoù brav ha moraerien war wel adalek an 13 a viz Foenn, Gouere (&) 'vo un digarez 'vit pesketourien ha peizanted ar vro d'en em diskouezh. Ganto 'vo ur gêriadenn, ///"Terres et mers"/// e anv. Ur gêriadenn daou devezh arat gant ///1500 produer///: labourerien-douar ha pesketourien. Kinniget 'vo ganto 'pezh eo o micher dre animassionnoù a bep seurt 'vel goroiñ ar saout, mont da vizitañ ter bag chaluter, tañva boued ha boued mor&. Ouzhpenn 'vo aozet un devezh bras d'ar 16 a viz Foenn, un devezh "people" gant Nolwenn Leroy, ar vreudeur Morvan, ar moraer Lionel lemonchois, ar soner Yvan Le Bolloc'h, Padrig Pebr an Arvor (poivre d'arvor&) deuio d'ar gêriadenn. Sonerezh ar vro 'vo klevet war ar c'haeoù 'ba Brest: bep noz 'vo kinniget ur fest-noz bras. Selaouomp displegadennoù ///André le Berre///, prezidant kozh komite pesketa Breizh, ha tad-paeron ar gêriadenn "Terres et mers". Ur pennad-kaoz gant ///Herve ar Beg/// eus ///Arvorig FM///.