Kevradoù sikouret : manifestadeg Diwan e Kemper
Disadorn e voe etre 1200 ha 1400 den o vanifestiñ e Kemper ha 300 en Naoned, diwar galv Diwan. Evit an distro skol-mañ vefe dav dezho ober hep un drederenn deus al labourerien. Dibosubl hervez Marivonig Gouerou, hag he doe kemeret ar gaoz war blasenn ar Rezistañs e Kemper en anv sindikadoù Diwan...
Klevet zo bet galv Diwan dija e mesk dilennidi ar vro. Skrivet 'n eus prezidant ar rann-vro Loig Chesnais-Girard da vinistr an deskadurezh stad Jean-Michel Blanquer evit ma vefe graet un nemedenn da Ziwan, giz ma zo bet graet dija d'ar skolioù publik.