Le Caire Confidentiel
LE CAIRE CONFIDENTIEL
Ur film sevenet gant : Tarik Saleh (2017).
Gant : Fares Fares, Mari Malek, Hichem Yacoubi (1e46).
Mar faot deoc'h moned da vakañsiñ e kêrbenn an Ejipt e vehe gwell ganeoc'h chomel heb gweled ar film-mañ e-raog. N'eus ket tamm bruderezh ebed e-barzh evid brasañ kêr ar vro. Ar c'hontrel-béw eo. Diskouezet e vez ar boblañs é neriñ e ruioù enk, louz : kêrfoukenn e bro ar faraoned. Amañ eh omp e don-donnañ ar gevredigezh, mez ag an don-donnañ-se e savomp beteg metoù uhelloc'h lec'h ma ren mistri ar vro, tro-dro da Hosni Moubarak. Neuze e roulomp war valïoù frank, kerzhed a raomp war ar blasenn Tahrir, anavet hec'h anw bremañ dre ar bed.
Ur film-polis eo, un digarez da splujañ un tammig en deizioù e-raog an dispac'h en Ejipt, goude an dispac'h arall en doa lañset an nevez-hañv arab en Tunizi, d'ar 17 a viz Kerzu 2010, pa oa bet red da vBen Ali kuitaad ar vro. Ogozig an oll vroioù arab a oa bet tapet gant an emsav-se. Sevel a rae an dud eneb d'ar galloud evid tapoud muioc'h a frankiz, evite o-hunan hag evid ar bobl, evid muioc'h a zemokratelezh, mez ive eneb d'an dilabour, d'ar vizer, da briz an traoù. Ouzhpenn-se, eneb da vod-ober meur a unan ive, da lâred eo eneb d'ar bogodiñ, eneb d'an tuadurioù a beb sort hag a vreine ar gevredigezh. Kleptokratiezh : gouarnamant ar làeron, setu ar pezh a vez gwelet er film. Ar pezh a zo, n'eo ket e blein ar gevredigezh hebkén e vez kavet ar vogoderion. Beteg an diaz eh a an traoù war-raog diwar ar patrom-se. An disterrañ poliser a oui penaoz ober, rag m'ema e chef ba'n taol, hag uhelloc'h e vo ur chef arall. Hennezh a zasparzh da beb unan e lod, adal ma oui penaoz rastellad ar blankoù dleet e-mesk ar goñversanted hag a labour e stalioù stank ar gêr bobleg.
En em c'houlenn a ra an den penaoz e c'hell ur gevredigezh hag a ya war-raog gant reolennoù kuzh evel-se derc'hel pell da voned, pa glask tud pinvidikaad diwar làerezh o nesañ. Nawazh eh eus kevredigezhioù hag a ya war-raog. Kredabl eh añdur ar bobl ar sistem-se, rag peb unan, mod pe vod, a ra evel-se, pa c'hell : lod a làer un ui, lod ur bevin. N'eus ket diforc'h ebed etre an dud, nemed pouez ar sommadoù bogodet, dister d'ar liesañ e diaz ar biramidenn sokial, ha brasoc'h-braz evid ar re o deus un tamm galloud, beteg boud dilimit zokén evid ar re uhellañ. Tarzhañ a ra an dispac'hoù pa ne gav ket ar muiañ niver o c'hont en afer. Mez ne za ket an dispac'herion da benn ag o zaol ataw. Liez e vez làeret an dispac'h evid korvo tud hag a oui penaoz touellañ ar boblañs. Ha setu fall-lañset an traoù evid degadoù c'hoazh.
Ur film-polis eo, mez unan hag a laosk amzer d'an arvesterion da ruzal er ruioù, da gompren emzalc'h ha c'hoantoù honnañ pe honnezh ag an dudennoù. Ne gav ket hir an den e amzer ; tud a-vremañ zo diragzañ, lod kustum da hantiñ an ostel Hilton, lod rediet d'en em goutantiñ ag ur c'hozh ranndi...da c'hortoz serriñ ur varlennad bennag, onest-dizonest, ha sevel o renk !
Fares Fares, daet da voud ar c'horonal Noureddine, a-drugarez d'e eontr, e superior, a zoug ar film penn-da-benn, ha eñv a ro e lusk d'an istoer. Un den sioul eo, bogoder evel ar re arall, mez un den m'ema chomet en e spered ur greunig a onestiz marse. Aze ema ene ar film just a-walc'h, pa gompren Noureddine eh a ar re arall, izelloc'h pe uhelloc'h egetañ, tost doutañ meur a wezh, re bell evid ar pezh a soñj-eñv en e askre. Mez tapet e vo gant an dispac'h, en despet dezhañ.
Jean-Claude Le Ruyet.20170811a.224F.