Traonienn Kernabat 'zo lakaet a-nevez.
Divizet 'oa gant kêr Wiklann kinklañ ha kempenn ul lec'h nevez 'vit ar re 'zo o chom eno. War dro 100 000 euro 'zo postet 'vit gellet kas al labourioù da benn. Met talvezout 'ra ar boan hervez an dilennidi. Deomp da selaou Gérard Pouliquen, eil maer ba Gwiklann, ha Jacques Bonderff ur gwiklanad. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.