Deomp d'an atan, Tous à la ferme
Deomp holl d'an atant ! Evit ar pempet bloavezh vez aozet gant ar gevredigezh Labourerien-douar Breizh (pe Agriculteurs de Bretagne), un devezh ma vez digoret orioù ar stalioù ! « Tous à la Ferme » a zo un devezh ma hellec'h mont da zizoleiñ micher al labourerien douar.
Un darvoud breizhiad eo, met n'eo ket dioreet kement e pep departamant : 11 stal a zegemero tud e Penn ar Bed, padal ne vint nemet 2 e Aodoù an Arvor. 6 int en Ille-ha-Gwilen, ha 3 er Morbihan.
Jennifer Skouarneg a zo e penn ar sistrerezh Rozavern gant he par e Terrug, war ragenez Graon. Dont a ra en dro war bal an darvoud, deus mikro Tunvezh Wloagen.