Surf e Breizh get skolajidi Diwan
Ober sport hag ober war dro an en-dro 'oa pal ar week-end tremenet 'vit skolajidi trede klas skolaj Diwan ar Relecq. Gant un nebeut kasourien ar skolaj int bet o surfiñ 'ba Kraozon. Evit ul lodenn vat eus ar skolajidi 'oa un digarez 'vit dizoiloiñ pe mont pelloc'h gant ar surf.