Manifestadegoù broadel "Na Lepen na Macron"
« Na Lepen, na Macron ! » Setu ar pezh a voe klevet e straedoù meur a c'hêr bro C'hall dec'h. Manifestadegoù bet kaset dreist holl gant yaouankizoù. Roet voe bet lusk dezho dre ar rouedadoù sokial, gant ur strollad e anv « On vaut mieux que ça ». Embanniñ a reont n'eo ket un doare demokratel d'ober, pa 'n eus plas ebet evit menozhioù an tu kleiz e eil tro an dilennadegoù prezidant.
An aergelc'h hag an dro spered a zo bet disheñvel hervez al lec'hioù. Liseoù zo bet stanket e Paris, bec'h zo bet etre ar vanifesterien hag ar boliserien e Roazhon, hag evet o deus manifesteiren tolosa ur banne asambles da noz.
Fin ar gont zo bet gwelet etre 1000 ha 2000 den o vanifestiñ e Roazhon, 500 e Paris, 400 en Naoned, 300 e Lyon, ha 250 e Tolosa. E kêrioù all c'hoaz oa bet manifestet, ha dibunadegoù a zo prevezet en devezhioù o tont. Emgav oa roet gant manifesterien Kemper d'an hini kentañ a viz Mae, evit kendec'hel da embanniñ o maloz.
Eroll a zo lisead e Douarnenez. Kemeret 'n eus perzh e manifestadeg Kemper, lec'h m'o deus dibunet ur c'hant den bennak.