Mouezhoù Nolùen Buhé, Annie Ebrel, ha Marthe Vassallo àr ur bladenn.
« Teir »: setu an anv vo roet d'an disk-mañ a zay er-maez 'benn mis Gouel-Mikel. An teir c'hanerez oa bet degemeret e teatr Pondi evit enrolliñ ar sonennoù. A-c'houde meur a vlez e vent gwelet ha klevet àr leurennoù ar vro é veskiñ o mouezhoù àr un dro hag hep sonerezh. Ar labour kempenn an tonioù zo bet kaset da benn get Frédérique Lory, kompozitourez barrek àr ar sonerezh klasel kement hag àr ar sonerezh hengounel. Setu-int o zeir é kontiñ deomp pelloc'h doh mikro Yaëlle ar Mouel.