Les nouvelles cloches de l'église de Hanvec
'Benn warc'hoazh 'vo savet o daou gloc'h nevez 'ba tour iliz Hañveg! Jeanne Yvonne ha Mari Joséphine Claude 'vo klevet adalek bremañ 'bar gumun 'zo e kreiz departamant Penn-ar-Bed. Faoutet 'oa o daou gloc'h kozh, se 'zo kaoz 'oa ret da dud kêr Hanveg urzhiañ kleier nevez. Ranket 'zo bet postañ 40 000 euros 'vit teuziñ ar c'hleier. Ul labour 'zo bet kaset gant un embregerezh 'zo e bro Savoie. Ur sapre darvoud eo 'vit ar barrez vihan hag evit ar barrezianiz : ar c'hloc'h koshañ, Jeanne-Yvonne, 'oa bet savet e 1914 ! Da laret eo n'eo ket alies 'vez cheñchet kleier. Abaoe pempzektez 'oa moiaen mont da welout 'nezho 'ban iliz. Adalek warc'hoazh 'vo klevet 'nezho o seniñ, ur son hag a zo a-bouez 'vit tud ar barrez 'vel Marie-Claude Morvan 'zo maer Hañveg. Gant Erwan Blanchard.