Pet ministr breizhat 'zo er goarnamant ? 2, 3,4 pe 5 ?
Pet ministr breizhat 'zo er goarnamant ? Ar respont a seblant simpl evit lod... met n'eo ket benn ar fin !
Evit Jean-Yves an Drian, ministr an difenn ha Marylise Le Branchu, e karg eus an digreizennañ, ez eo anat an traoù. An hini gentañ 'zo deus an Oriant, an eil eus Montroulez. Setu daou ministr 'zo, da nebeutañ.
Met petra 'vo graet deus Stéphane Le Foll, ministr al labour-douar, 'zo perc'henn un ti e keriadenn e dudoù-kozh e Berrien, er Menezioù-Are ? Tri neuze.
Ouzhpennet 'vije ivez Benoît Hamon, orin eus Brest, ha deuet da vezañ ministr-dileuriad evit an ekonomiezh sokial ha kengred ? Pevar...
Chom a ra ar c'hentañ ministr, Jean-Marc Ayrault, orin eus departamant Maine & Loire met maer Noaned aboae pell. Setu, graet ar gont : pemp ministr breizhat !
Ur sapre cheñchamant pa soñjer ne oa breizhat ebet er goarnamant abaoe 2007.
Peadra da vezañ laouen evit dilennidi ar vro, memes ma goll rannvro Breizh e brezidant, Jean-Yves an Drian.
Selaouit soñjoù Lena Louarn, eil-brezidantes ar rannvro.