Muioc'h a sokial 'bal labour-douar mar plij!
Kaset vez al labourerien douar dindan dleoù buhanoc'h d'an traoñ gant oc'hredourien vraz. Sachet eo bet evezh ar gouarnamant war emzalc'h tier bank, kooperativoù, asurañjoù, pe stalioù dafar labour-douar, e keñver ar baizanted dreist-endleet.
Un dek kevredigezh bennak a c'houlenn e vefe frammet an doareoù da heuliañ al labourerien-douar lakaet diaes war dachenn an argant. Ur garta a c'hellfe bezañ sinet da skouer, gant an embregerezhioù braz, dezho da gaout un emzalc'h sokial doujus.
E touez ar c'hevredigezhioù o tifenn ul labourerezh douar lec'hel (evel Terre de Liens pe ar CIVAMoù), ul labourerezh douar vihan (evel ar pe ar Goñfederasionoù baizantel, an MRJC pe ar CMR), pe viologel (Strolladoù Labourerien Douar Bio).
Alexandre Bourc'hiz a zo ezel deus Solidarité Paysans, ar gevredigezh bet lusket ganti an intrudu. Emañ deus mikro Tunvezh Wloegen-Grandjean