Ar c'hadastr reizhet e brezhoneg 'ba Ploeur a lak tud 'zo da glemm
Gwir eo, ez eo aet pell al labour reizhañ an anvioù lec'h e brezhoneg 'ba Ploeur, er vro vigoudenn ; pelloc'h eget en un darn vrasañ eus ar c'humunioù all. Kaset eo bet ar c'henlabour etre dilennidi an ti-kêr hag Ofis publik ar brezhoneg betek penn, o reizhañ ivez an anvioù-lec'hel war ar c'hadastr ofisiel. Ar pezh a dalv 'vo reizhet tamm ha tamm an anvioù embannet gant an IGN da skouer. Pe ar pajennoù melen France Télécom.
Nevez 'zo, o doa resevet an dud o c'hartennoù-votiñ nevez... ha reizhet e brezhoneg "melestradurel", da lâret eo gant ar skritur implijet gant ar muiañ a vrezhonegerien a-vremañ. Met ar cheñchamantoù-se ne blij ket d'an holl, a zispleg deomp Xavier Cossec, bet kelenner brezhoneg hag a zo o chom 'ba Ploeur.