Peizanted kengred: drederenn muioc'h a labourerien-douar a c'houlenn sikour
Ar gevredigezh broadel a zo ur gwir sikour 'bar vro, ha muioc'h muiañ a dud a bellgomz... Labour a feson a vez graet gant Solidarités Paysannes a-drugarez da labour ar c'hopridi asambles gant tud a-youl vat a zo labourerien-douar war o leve. Hag int a oar petra eo ar vicher, ha selaouet int dre m'o deus skiant-prenet. Kavet 'vez diskoulmoù, asamblez get an dud. Un tri c'hant bennek a familoù a vez sikouret bremañ get ar gevredigezh, e Breizh (4 departamant...)
Emvod meur Paysanted kengred (Solidarité Paysans) Breizh a oa dec'h 'ba Plouray nebell deus Mellionnec e Kreiz Breizh. Ur reportaj get Enora Molac.