Miz ar yezhoù a vez lidet e miz meurzh
Miz ar yezhoù a vez lidet e miz meurzh. Un abeg eo evit tud ar vro d'en em gavet asamblez, hag un doare eo ivez da aozañ traoù ispisial da lakaat an dud da glevout brezhoneg.
Ar gevredigezh Divskouarn a ra àr dro ar vugale e brezhoneg. Sandra Pierson a zo animatourez, a-bouezh tre eo eviti labourat get ar re vihan. Dec'h e oe kaset get ar gevredigezh da magouri Surhur 'kostez Gwened. Un eurvezh hi deus tremenet er magouri da lakaat an dud da glevet brezhoneg, ur yezh ne anavont ket.