Erruout fromus ar Redadeg 'ba Douarnenez
Goude ur sizhun o redek noz-deiz, a di da di, 'oa erruet ar Redadeg betek Douarnenez disadorn da 5 eur goude merenn. Kantajoù a dud o doa kemeret perzh, gant nerzh ha plijadur, er c'hilometrajoù diwezhañ. Un degemer deus ar gwellañ tout a c'hortoze ar rederien degemeret gant degadoù a fanfarioù.
A-raok kregiñ gant ar fest vras oa lennet dirak an holl testenn ar Redadeg, ijinet gant ar skrivagnerez Mich Beyer, a-raok laosk ar gaoz da Jean-Michel Le Boulanger. Ar c'huzulier rannvro eus Douarnenez a zo eil-prezidant e karg eus ar sevenadur, 'n eus souezhet an holl oc'h ober e brezeg e brezhoneg penn da benn gant ouzhpenn ur preder don, persoñel ha dengarour tre. Fromet tre oa eñ e-unan o reiñ omaj da b/Pascal Boccou.