Un nozwezh evit rein inour da Job Kerlagad.
Hennezh a oa ur c'haner brudet er bro gwened. Ganet e oa e nandek kant daou hag e oa é chom e Karnag. Desavour istr oa bet a-hed e vuhez. Marv eo d'an oad a pevarzek vlez ha pevar-ugent. Anavet eo evit bout levezonet ur bochad sonerion a-veg pe a-venvengoù. Jorj Belz oa waet davetoñ evit deskiñ sonennoù, savet noa getoñ ar strollad Trouzerion, ha embannet o doa meur a bladennoù àr un dro. 'benn àrc'hoazh en arbenn a gouel breizh er bed a-bezh e vo un nozwezh e Karnag evit gouiet hiroc'h a-zivout Job Kerlagad neuze, pe Joseph Guillam e anv gwir. Daou deulfilm vo bannet hag e vo kanet get an drouzerion hag an triorezed. Selaouamp doh Jorj Belz.