Manifestadeg e Gwengamp get Douar Didoull
Disadorn 'oa nevez amzer Douar Didoull e Gwengamp.
Douar Didoull zo ane'i ur gevredigezh hag a stourm 'enep d'ar raktresoù minoù e Bro Dreger. Pedet 'oa an dud d'en em vodañ e Gwengamp da goulz ar marc'had, kement ha diskouez splann n'houlont ket 'vefe toullet an douar war-glask metaloù ral. Riskl bras zo hervez an enebourien 'vefe poluet an dour, ha diwar se lazhet an ekonomiezh er vro, hag ar vuhez da-heul, pe ve evit a sell al labour-douar pe ve evit an touristerezh. Ur mil a dud 'oa bodet disadorn. Un tamm tro er vanifestadeg get Tugdual Karluer.