Kristian Troadeg ne vo ket war ar renk evit an dilennadegoù Prezidant Frañs
Kristian Troadeg a baouez gant an dilennadegoù prezidant Republik Bro-C'hall. Dec'h 'noa embannet an diviz 'mañ goude bout klasket 'pad meur a viz kaout sinadurioù evit gellout mont war ra renk da vat. Soutenet 'oa gant ar gensavenn "Breizh evel just" ha "Pobloù ha rannvroioù kengred". Muioc'h a displegadennoù gant Andre Lavanant, ezel eus "Breizh evel just", hag unan eus ar re a souten Kristian Troadeg.