"Botoù-koad tredan", un teulfilm diwar benn ar 70's 'ba Breizh
Diskouezhet 'vo an teulfilm "Botoù koad tredan" fenoz 'ba sinema Even 'ba Lesneven, 'vit ar wech kentañ. Sevenet eo gant Soazig Danielloù. Kontañ ar film peseurt mod eo kroget tud yaouank 'ba hanternoz Bro-Leon e penn kentañ ar bloavezhioù 70 da difenn o bro hag o yezh, ar brezhoneg en ur grouiñ ur gevredigezh 'zo bev ha a-bouez c'hoazh: Ar Vro Bagan. Ur film hag a deu warlerc'h "ar Gwimm" 'oa sevenet gant Soazig Danielou c'hoazh. Savet 'noa poltridi tud 'zo bet savet e brezhoneg 'kerzh ar bloavezhioù 50 'pa 'oa paouezet gant ar Vretoned da deskiñ brezhoneg d'o bugale. Selaouomp Soazig Danielou. Gant Erwan Blanchard.
Da 6e 'vo kinniget ar film 'ba sinema "Even" 'ba Lesneven. Digoust eo evit mont e-barzh.