Bep meurzh 'vez graet harzh-labour gant an izili eus CGT min-energiezh
Aboe sizhunvezioù 'vez graet harz-labour bep meurzh gant tud ar sindikad CGT min-energiezh.
Mardi de la colère pe meurzh ar fulor 'vez graet deus an devezioù-se.
Dec'h e oant bodet dirak bardell gwerledan e Mur 'ba Kreiz Breizh.
Klemm a reont a-enep ar fed 'vefe lammet o gwirioù dezho tamm ha tamm. Ar wech kentañ eo n'eo ket kresket o gopr. Klemm a reont ivez 'blam 'ma oe bet lakaet ar gaoz war gwerzhañ ar bardelloù d'ober tredan gant dour ? (barrage hydraulique) evel hini Gwernledan, da embregerezhioù prevez. An dra-se 'zo bet lakaet el lezenn war an treuskemm-energiezh (transition énergétique).
Hervezh tud ar CGT min-energiezh, arc'hant 'zo met ne vet ket roet ar pezh a zle an embregerezh dezho. Evito emañ ar servij publik war an energiezh en arvar.
Bet eo Enora Molac o welet anezhe e Gwerledan (Mur). Gant Gaby, ur paotr hag a labour war a peulioù-tredan e bro Pondi, 'vo displeget hiroc'h.