Tifenn Gueganton 'vo 'ba kampionad Frañs kross-kountri!
Kampionad Frañs Cross country 'vo dalc'het 'ba Saint-Galmier, 'kichen Saint-Etienne, 'benn ar week-end 'mañ. E-touez an atleterien 'vo kavet un tamm mat a vretoned. Ha disul war kezegva Saint-Galmier 'chaloupo Tifenn Gueganton ur plac'h yaouank eus Sant-Pabu, 'zo ezelez eus klub "Le Souffle des abers" 'ba Lanniliz. Goude bout gounezet ar vedalenn arc'hant da geñver kampionad Breizh 'ba rummad cadettes, ar 5vet plas da geñver ar c'hampionad etrerannvroel e klasko en em gavout e-touez ar re wellañ. Mont 'raio da greiz Bro-C'hall hep gwask.