Trophées de la gastronomie Bretonne e Pluvigner
Un darvoud a vez adklasket d'ober ar blez 'mañ: Trophées de la gastronomie bretonne.
Ar raktres a zo lakaat e plas ur c'honkour hag ur saloñs da lakaat àr wel produoù tud deus ar vro. Lec'hiet e vo e Pluvigner. Un darvoud evit pep mare : nevez-amzer, hañv, diskar-amzer ha goañv.
Produerien Breizh melestradurel a zo pedet abaoe dec'h da ginnig o anv. Bara, fourmaj a bep seurt, kig pe yaourtoù. ret e vo d'ar produoù degaset bezañ bet fardet pe produet e Breizh.
Aet eo Enora Molac e darempred get tud Ti Douar Alré. Ar gevredigezh a zo keveler get An trophées de la gastronomie bretonne.