"Ar redadeg" degemeret gant "La vie en reuz" 'ba Douarnenez
Lanset eo ar « Redadeg » ha kendalc'h a raio noz-deiz, a di da di betek Douarnenez, e lec'h e erruo disadorn. Aze, 'vo degemeret ar rederien gant « La vie en reuz », ur gouel nevez, ur gouel savet gant ar fanfar « A bout de souffle » eus Douarnenez, evit lidañ he zregont vloaz ; ur gouel diwar youl pemzek kevredigezh ha pevar c'harter. An holl asambles evit ar Redadeg, tud kozh ha yaouank, tud an arvor hag an argoat, sonerien ar vro hag a bell vro.
Solenn Georgeault, unan eus oazerien ar redadeg 'ba Douarnenez, a 'lar deomp hiroc'h war ar programm o deus ijinet an holl 'sames, evit klozañ ar 1500 km.