Diouer a laezh bio er vro
Un diouer a laezh bio 'zo abaoe un toullad mizioù. Biolait, ur c'hooperativ hag a dastum laezh bio hepken, 'neus dastumet 15% nebeutoc'h a laezh 'kerzh an hañv tremenet da skouer. Lactel 'zo plas kentañ 'ba marc 'hed al laezh bio 'neus embannet 'oa bet laeshaet 10 % nebeutoc'h a varc'hadourezh. Koulskoude ez a an niver a broduerien laezh hag a ya war du ar bio war gresk. Warlene 'oa disklaeriet 184 ti feurm o vont gant an hent 'mañ 'ba Breizh. Selaouomp un nebeut displegadennoù gant Yvon Cras 'zo produer laezh bio 'ba Gwikar. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.