Antigone Z : diskoulmet kudenn ar vartoloded... Krog a ra hini Douarnenez !
Ar mintin-mañ (diriaou 10/05) ne oa ket aet kuit c'hoarzh betek o bro ar vartoloded rusian ha lituanian eus al lestr Antigone Z, 'zo amaret er porzh Douarnenez abaoe penn kentañ miz Ebrel. Ur wech diskoulmet kudenn ar goproù - unnek miz dale oa gante memestra ! - n'eo ket diskoulmet an afer evit Douarnenez, tamm ebet ! An embregerezh Makfroid 'neus kollet 200.000 Euro da nebeutañ, 'n eus displeget deomp ar patron, un tamm fuloret. Bremañ 'vo frejoù ouzhpenn bewech 'vo ezhomm kargiñ ur vag gante peogwir e kemer al lestr tout an ichoù war ar c'hae. Petra ober bremañ gant ar vag-se ? Piv 'raio war he zro ? N'eus ket ar respont gant komandant ar porzh ha ne oar ket penoas e c'hell ar senatour-maer lavar e zaio kuit an Antigone Z a-raok an hañv eus Douarnenez...
René Losq, bet martolod, a oa dirak al lestr ar mintin-mañ. Lâret 'n eus da Anne Gouerou petra 'soñje eus an istor-se.