Un hentad brezhoneg-galleg 'vo 'ba skolaj Sant-Weltaz e Brec'h 'benn miz Gwengolo
Un taol-ansi oa bet graet daou vlez 'zo dija eno da zigoriñ un hentad. Benn ar fin e c'hell ar vugale dedennet heuliañ un option : sport e brezhoneg. Benn an distro-skol ketañ neuze e vo digoret, sur eo ha n'eo ket marse ar wezh-mañ ker o deus lakaet o anv trizek a vugale dija, pezh zo trawalc'h evit digoriñ. Engorto eo renerez ar skolaj a zegemer re arall ouzhpenn. Un hentad get kement a eurioù e galleg èl e brezhoneg kazimant, ker e vo kenniget sport, brezhoneg, skiantoù fizik hag istoer-geo e brezhoneg d'ar re yaouank. Gouiamp pelloc'h get Yann Vernez, é karg ag an hentadoù brezhoneg en deskadurezh katolik ha doc''h Florence Le Bec, kelennerez sport pe EPS er skolaj St Gweltaz. Emaint doc'h mikro Yaelle ar Mouel.