en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Mervent, ankeniet gant politikerezh ar c'huzul-meur Penn ar Bed

Mervent, ankeniet gant politikerezh ar c'huzul-meur Penn ar Bed

Disadorn oa dalc'het emvod-meur ar gevredigezh Mervent a ra war dro kelenn ar brezhoneg e Bro Gerne. Kement evit an dud deuet, dre ar c'hentelioù-noz, ar stummadurioù dibaoez pe hir ; ha kement evit ar vugale, dre kentelioù "kizidikaat", da lâret eo "tañva ar brezhoneg" er skolioù kentañ derez dre un eurvezh kelenn bep sizhun. An oberiantis-se 'zo renet gant ar c'huzul-meur Penn ar Bed, e kenlabour gant Ensellerez an akademiezh. 4 gevredigezh e Penn ar Bed 'zo karget eus ar c'hentelioù-se er skolioù. Met un nebeut mizioù 'zo 'n eus divizet an departamant cheñch un tamm an doare da aozañ ar programm-se. Un aozadur a lakfe an oberiantis da vont war gil, hervez ar c'hevredigezhioù. Jos Sicard-Cras, prezidantez Mervent, 'zo ankeniet un tamm. Displeget 'n eus perak...

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio